Actualité de l’Anarcho-syndicalisme

[ Imprimer cet article ] [ Envoyer cet article ] [ Nous ecrire ]



LABOURERIEN, DILABOURERIEN, STUDIERIEN

vendredi 31 octobre 2008

Divizet az peus stourm a-benn gwellaat da vuhez. C’hoant az peus en em aozañ, hep bezañ touellet gant olitikourien. Kengred out ouzh tud eveldout a nac’h :

-  konsañtiñ gant ar batroned

-  konsañtiñ gant ur sistem ekonomikel kriz ha neant

-  bezañ touellet gant politikourien a-vicher, sindikadoù ha kevredigezhioù ’zo.

C’hoant ’peus sevel ur bed reizhoc’h, lec’h m’emañ rannet ar pinvidigezhioù hervez ezhommoù an dud, en ur bed kuit a vrezel hag a harzoù.

EN EM UNANIÑ EVIT TREC’HIÑ

Ar CNT AIT a vod merc’hed ha paotred a stourm da gentañ penn a-enep d’ar c’horvoadur, an dienez ha gevier ar bolitikourien.

Dindan banniel ar CNT AIT en em gav tud bodet hervez pennreolennoù an anarko-sindikaliezh evit stourm e-barzh an embregerezhioù, ar c’harterioù ha lec’h ma tesker.

Ne gavi ket ar CNT AIT en dilennadegoù (politikel, sindikad), ha ne c’houl yalc’had ebet. Dizalc’h ouzh ar galloudoù eo.

Un aozadur stourm eo ar CNT AIT, war an dachenn ekonomikel ha sokial.

KREÑV A-WALC’H EVIT BEZAÑ DIEUB, DIEUB A-WALC’H EVIT BEZAÑ UNANET.

Pep den, pep strollad a zo anezhañ e bal stourm a-enep d’ar c’hevala hag e genseurt, ar Stad, a rank gouzout eo ennañ e-unan e gavo an nerzh pennañ.

Dirak galloud ar batroned hag ar bolitikourien, an dizalc’hidigezh ne dalv mann ebet hep an unaniezh hag ar c’hengred. Se a zo kaoz en deus pep hini e ger da lâr.

Al lieseurted, an dieubidigezh, ar c’hengred, ar c’hoant, an etrekouchoù micher hag a ra talvoudegezh an anarko-sindikaliezh a zo diazez hon stourmoù evit un dazont all ha disheñvel.

HOR BRO, AR BED !

An anarko-sindikaliezh, diazez ar CNT AIT. Kevredañ a ra sindikadoù lec’hel, bodet ’ba stroladoù rannvroel. Met bedel eo ar c’horvoadur, hag ar CNT a zo ezel eus an AIT (Kevredigezh Etrebroadel al Labourerien) gant aozadurioù all diazezet war an anarko-sindikaliezh eus Spagn, Rusia, Nigeria, Japan, Stadoù-Unanet, Aostralia pe Brazil...

Izili ar CNT AIT a stourm er memes lec’h, en em gav en ur c’hevrenn sindikad.

Kevrennoù lieseurt a gaver hervez ar micherioù (prevez pe foran).

Ar CNT a gav gwelloc’h an etrekouchoù-micher rak ar gopridi a-bezh eo a rank rentañ penn ouzh argadoù damhañvel.

Holl a-gevret (labourioù foran pe brevez), tud diasur pe a-berzh-Stad, labourerien ha dilabourerien, e rankomp stourm.

Troet e 2008

(Mersi deoc’h Torr e Ben)


CNT-AIT



-  Contacter des militants anarcho-syndicalistes
-  http://cnt-ait.info est le site d’actualité de l’Anarcho-syndicalisme.
-  La reproduction et la diffusion de l’Actualité de l’Anarcho-syndicalisme sont encouragées

  Présentation
  Contacts
Déplier Abstention et résistances populaires
Déplier Dossiers
  ESPOIR (Bulletin du SIPN)
  FACE A LA CRISE
Déplier International
Déplier Luttes : actualité, bilans, archives
  LUTTES DANS LES QUARTIERS POPULAIRES
  Publications
  RESISTANCE POPULAIRE
  SOLIDARITE
Déplier Stratégie
  Sur la Toile
Déplier Syndicalisme ?
Déplier TRAVAILLER PLUS ? POUR QUOI ? PRODUIRE ? COMMENT ?
  YVELINES ROUGE ET NOIR

LISTE DE DIFFUSION
      S'ABONNER
     Votre adresse électronique :
     
     
     Un message de confirmation vous sera demandé par courrier électronique.
      Gérer son abonnement.
     Votre adresse d'abonné :
     
     
      CONSULTER LES ARCHIVES

[ Plan du site ] [ Haut ]
Dans la même rubrique

L'Actualité de l'Anarcho-syndicalisme sur votre site : backend.php3.
Site developpé avec SPIP, un programme Open Source écrit en PHP sous licence GNU/GPL.